EXTRAIT N° 3
LA TRADUCTION
LE NOM
E BREZHONEG
IN ENGLISH
EXTRAIT N° 1
EXTRAIT N° 2
EXTRAIT N° 3
SE PROCURER

Lizher Paol d'ar Romaned: Pennad 5, gwerzadoù 1-11

1 O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist;
2 dre ar feiz, eñ en deus roet deomp ivez digor d'ar c'hras-se, a chomomp start enni, hag a gavomp gloar enni en esperañs gloar Doue.
3 Ha neket kement-se hepken, met c'hoazh e kavomp gloar er glac'haroù, o c'houzout penaos ar glac'har a zegas an dalc'husted,
4 an dalc'husted ar vertuz amprouet, hag ar vertuz amprouet an esperañs.
5 Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
6 Rak, pa oamp c'hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en e amzer, evit ar re zizoue.
7 A-boan ma varvfed evit un den reizh; marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat.
8 Met Doue a ziskouez e garantez en hor c'heñver, o vezañ ma oamp c'hoazh pec'herien pa'z eo marvet Krist evidomp.
9 O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc'h a-se e vimp salvet gantañ eus kounnar [Doue].
10 Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien da Zoue, adunvanet gantañ dre varv e Vab, muioc'h a-se, ur wech adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.
11 N'eo ket kement-se hepken, met c'hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet drezañ an adunvanidigezh.

La Bible en Anjou et Bretagne
Ar Bibl en Anjev hag e Breizh

(Société Biblique d'Anjou)