E BREZHONEG
LA TRADUCTION
LE NOM
E BREZHONEG
IN ENGLISH
EXTRAIT N° 1
EXTRAIT N° 2
EXTRAIT N° 3
SE PROCURER

Laouen omp o kinnig da Vretoned ar 21añ kantved an droidigezh vrezhonek-mañ eus an Testamant Nevez (eilvet lodenn eus ar Bibl). N'eo ket, e gwirionez, un droidigezh nevez, met un adweladenn eus un droidigezh kozh, hini an Aotrou Koad, embannet e 1893.


Gwilh ar C'hoad a servijas Doue e vuhez-pad, o prezeg hep ehan keloù mat ar Silvidigezh e Jezuz-Krist. Evel ma kare Ger Doue ha ma oa ur brezhoneger ampart, e troas da gentañ an Testamant Nevez e brezhoneg (embannet e 1883 ha 1893), ha goude-se ar Bibl en e bezh (embannet e 1897), atav en e yezh, brezhoneg Treger.


An adweladenn-mañ, embannet e 2004 ha diazezet war an droidigezh eus an Testamant Nevez embannet e 1893, a sell ouzh pemp tachenn:
1 - Nevesaat an troioù lavar un tammig re gozh.
2 - Lakaat e brezhoneg unvan ar gerioù pe an troioù-lavar n'int ket implijet er-maez eus Bro-Dreger.
3 - Brezhonekaat un nebeud gerioù re c'hallek.
4 - Evit ar gerioù pouezus, bep gwech ma'z eo posupl, klask mirout an hevelep ger brezhonek, pa'z eo implijet an hevelep ger gresianek en destenn orin.
5 - Lakaat an destenn er skrivadur peurunvan a-vremañ.

Troidigezh Gwilh ar C'hoad a zo un droidigezh gant kenglotadur strizh, evel ma lavarer (da lavarout eo kentoc'h ger-ha-ger); un droidigezh rik eo eta, n'eo ket fichet brav ar stumm-skrivañ, ar frazennoù a zo eeun, urzhiet pa vez posupl war ar frazenn c'hresianek orin. Diazezet eo war an Destenn Resevet (Textus Receptus).

Amañ, e c'hellot kavout titouroù diwar-benn istor troidigezhioù ar Bibl e brezhoneg.

 

La Bible en Anjou et Bretagne
Ar Bibl en Anjev hag e Breizh

(Société Biblique d'Anjou)